Daouzek den oa bet o kaozeal brezhoneg hag o tebriñ krampouezh er Presbital Kozh digwener paseet. Un hanter nebeutoc'h evit ar wech kentañ : re dost oa ar c'hrampouezh Party deus gouelioù fin ar bloaz moarvat !
Ne vern, brezhoneg 'oa bet klevet a-hed an nozvezh, ar pezh 'oa ar pep pouezusañ 'benn ar fin !
Re vat 'oa bet ar c'hrampouezh ur wech c'hoazh (mersi bras da Garen) ha kalz plijadur 'oa bet o c'hoari ur seurt Pictionary e brezhoneg.
Ar wech a zeu e vo ar c'hrampouezh Party da vare gouel ar Gouloù, d'ar gwener 5 a viz C'hwevrer. Deuit niverusoc'h mar plij ganeoc'h !
Aucun commentaire pour le moment.